Grefenn Flash 10 64 bit war Fedora 11 & 12
Embannet zo bet un nevezadur-surente deus ar grefenn Flash 10, ha 'veldin-me vo daw d'ar re neus enstalet ar grefenn 64 bit heb ober ga'r c'hargajoù (pé n'eus ket deusouti en enne), daw vo dehe enstaliñ an nevezadur o-hun'-penn mem mod.
Da gentañ toud, daw doc'h digor un terminal ha mond en mod root :
su -
Skrivañ ar ger-sekred ha poueo war Entrée. War-lerc'h vo daw doc'h mond ba'n dossier lec'h é bet laket ar grefenn, neuhe skrivañ ba'n terminal :
cd /usr/lib64/mozilla/plugins
Ha diverkañ ar fichier "libflashplayer.so" :
rm libflashplayer.so
'Benn bremañ é daw kargañ an nevezadur diwar 'r sit :
urlgrabber http://download.macromedia.com/pub/labs/flashplayer10/libflashplayer-10.0.42.34.linux-x86_64.so.tar.gzDa gentañ toud, daw doc'h digor un terminal ha mond en mod root :
su -
Skrivañ ar ger-sekred ha poueo war Entrée. War-lerc'h vo daw doc'h mond ba'n dossier lec'h é bet laket ar grefenn, neuhe skrivañ ba'n terminal :
cd /usr/lib64/mozilla/plugins
Ha diverkañ ar fichier "libflashplayer.so" :
rm libflashplayer.so
'Benn bremañ é daw kargañ an nevezadur diwar 'r sit :
Ha dibakañ ar fichier :
tar xvzf libflashplayer-10.0.42.34.linux-x86_64.so.tar.gz
Ha goude lemen ar pakad goullo :
rm -f libflashplayer-10.0.42.34.linux-x86_64.so.tar.gz
Gwraet é neuhe, enstalet ar grefenn, n'eus kime hadlañs Firefox ha tan dehi ! :)